Prizioù PTM en euroioù dre c’her er yezh kein, roet da zave ha da skouer evit un droidigezh hollek e galleg diwar ar saozneg. Na dermit ket da vont e darempred ganeomp evit kaout ur rakpris resis hag a zalc’ho kont eus holl arventennoù ho raktres.
Live Diazez : kemeret eo ho raktres e karg gant un troer perzhek, evit testennoù hollek, evel kenskriverezhioù pe dalc’hadoù web simpl.
Live Mailh : kemeret eo ho raktres e karg gant ur yezhoniour perzhek hag arbennikaet war un dachenn resis evit raktresoù kemplezh evel kraflevrioù marketing, danevelloù bloaz ha teulioù arc’hant, teulioù teknikel.
Live Diazez: skridaozet eo ho testenn gant ur skridaozer perzhek, evit raktresoù simpl evel fichennoù produioù, dalc’hadoù web simpl, ha kement zo.
Live Mailh : Evit raktresoù kemplesoc’h hag a c’houlenn ul labour embann donoc’h e lakaomp en ho kerz hor skridaozerien ampartañ, gouest da vestroniañ ar binvioù steuñviñ gerioù-alc’hwez, ar gwellekaat evit al luskerioù klask (SEO) hag ar marketing.
Live Diazez : Reizhañ ar fazioù yezhadur, ereadurezh, reizhskrivadur ha lizherennerezh evit dalc’hadoù web, API, teulioù embregerezh, ha kement zo.
Live Mailh : adlenn don hag adskrivañ gant hor gwellañ difazierien, evit testennoù teknikel pe arbennik.
Graet e vo war-dro ho raktres da gentañ penn, ha lakaet e vo da dalvezout ar c’hoskor hag an dafar ret evit berraat an termen degas hep noazout d’ar perzhded. Well-wazh, un troer ampart a c’hell « produiñ » 2500 ger bemdez dre vras.