0811 49 5000

info@cik.bzh

Lec’hienn liesyezhek – Lec’heladur

Sevel ho lec’hienn internet liesyezhek ne vez ket graet war ar prim. Treiñ ul lec’hienn internet a vez anvet lec’heladur ivez (pe L10N a-wechoù). Ret eo delc’her kont eus an elfennoù sevenadurel evit azasaat an dalc’had web ouzh ur vro zibar, hag ul lec’hienn genwerzhel pe ensavadurel e vefe.
Evel gwir rakstal hoc’h obererezhioù e rank ho lec’hienn internet bezañ direbech ha diskouez eo digor frank hoc’h embregerezh war ar bed a-bezh. Dre c’helver ur c’hevredad treiñ a vicher oc’h gwarantet e vo deroet ho kemennad gant fealded.
Diwar-sav an treiñ e vo prest ho lec’hienn internet liesyezhek da vezañ lakaet enlinenn. Treiñ a c’hellomp ho lec’hienn internet diwar ar roadennoù eztennet ganeomp pe pourchaset gant ho servijoù, dindan stumm teulioù unyezhek pe divyezhek. Degas a reomp deoc’h an testennoù troet en ho furmad orin, da vezañ enframmet gant ho mestr-gwiad.

Contactez-nous pour un devis précis et rapide