0811 49 5000

info@cik.bzh

TREIÑ

 

Micheregezh

Dre ma n’eo ket trawalc’h bezañ divyezhek eo holl hon troerien, pe arbennigourien war o micher gent hag aet war an treiñ da heul, pe troerien diplomet arbennikaet war un dachenn resis. Dibabet int dre un argerzh strizh hag ingal e vezont priziet. Treiñ a reont en o yezh vamm hepken.

D’hon holl droidigezhioù e vez graet un adlenn (proofreading) gant ur yezhoniour disheñvel diouzh an troer, hag ur c’hontrol perzhded strizh.

Respont a reomp d’ho koulennoù en un nebeud eurvezhioù, dindan un eurvezh alies rak gouzout a reomp eo prizius hoc’h amzer.

Mailhoni

CIK Lingua, Gant e rouedad emdroüs a droerien perzhek hag ampart, gall hag arallvro, e c’hell CIK Lingua kemer e karg holl hoc’h ezhommoù treiñ, da bep mare, ne vern pe yezh kein ha yezh tal e vefe.

Evit pep arval e savomp un diaz geriadurel pe memor treiñ, ma c’hellomp enlakaat ennañ an dermenadurezh a aparchant ouzh ho micher pe ouzh hoc’h embregerezh. War binvidikaat ez a an diaz-mañ dre ma kresk al labourioù a-benn kaout ur gempoellded peurvat a-fet termenadurezh.

Evit pep arval pe pep raktres ez eus ur penn raktres, yezhoniour pe termenadurour anezhañ, hag a vo ho kendivizer nemetañ. Eñ a vo an hini a studio ho raktres ganeoc’h, a zibabo ar yezhoniourien, a genurzhio o labour hag a raio ur c’hontrol perzhded strizh a-raok an degas.

Azasadusted

Azasaat a ra CIK Lingua e bourchasoù hag e live emellout ouzh hoc’h ezhommoù rik, ha pa vefe ho testenn un teul-kelaouiñ hepken, dasparzhet en diabarzh, pe lakaet da vezañ embannet.

Prevezded

A-raok kregiñ da labourat da vat evit CIK Lingua e vez sinet gant holl hon troerien un emglev prevezded hag a engouestl anezho da zoujañ ouzh ar sekred micherel rikañ. A-hend-all e vez sachet ingal evezh an holl emellerien war dalc’hoù ar prevezded ha surentez ar roadennoù. Stoket e vo holl ho teulioù war ur servijer suraet.

Engouestl

Prizius eo hoc’h amzer. Gouestlañ a reomp doujañ bepred ouzh an termenoù rakwelet, ouzh ar budjed rakjedet.

Hon tachennoù mailhoni pennañ

Treiñ teknikel

D’ar poent ma vez embregerezhioù stank o vedelaat pe o staliañ o c’hreizennoù K&D pe produiñ en estrenvro ez eo an treiñ teknikel un araez kehentiñ hollret. Holl hon troerien teknikel zo arbennikaet hag ampart war un dachenn zibar.
Tangarrerezh, aerlestrerezh, greanterezh ha produerezh, ha kement zo.

Treiñ war an arc’hant

An treiñ war an arc’hant zo un dachenn lec’h ma vez peurbouezus ar resisted hag ar gempoellded. Hor yezhoniourien arbennikaet o deus un anaoudegezh peurvat eus an termenoù hag ar meizadoù dibar d’an arc’hant etrebroadel hag eus ar reoladoù lec’hel diouzh an dro.
Danevelloù bloaz, KIID/DICI/TKAP, brudfollennoù ha kraflevrioù, studiadennoù marc’had, ha kement zo.

Treiñ war ar gwir

An treiñ war ar gwir eo, dre natur, an dachenn ma c’hell ur fazi, ha pa vefe an disterañ, degas dilerc’hioù grevus. Hor mailhed, gall pe estren kenkoulz, o deus un anaoudegezh peurvat eus al lezennoù lec’hel, ouzhpenn o barregezhioù yezhel.
Kevratoù, breouioù, aotreoù-implijout, emglevioù prevezded, ha kement zo.

Treiñ mezegel

Diorren ha lañsañ louzeier nevez, teuliadoù ALM, fichennoù produioù ha dafar mezegel , ne vern pe ezhommoù treiñ mezegel hor befe e laka CIK Lingua en ho tamani e vailhoni hag ar resisted a vez goulennet er gennad-se.

Evel-just e c’hellomp degas deoc’h hor mailhoni war ho kennad obererezhioù, ne vern pehini e vefe.